Mont d’an endalc’had

Kalibr (armoù-tan)

Eus Wikipedia
Bannadelloù 9 mm ha 7,62 mm.

Kalibr un arm-tan a zo alies treuzkiz e ganol, hag a-wechoù treuzkiz brasañ e vannadelloù. Evit ar c'hanolioù rizennet e vez muzuliet pe e foñs ar rizennoù (mod ar Stadoù-Unanet) pe e krec'h ar rizennoù (mod Europa). War dachenn ar c'hanolierezh eo ivez ar c'halibr ur muzul eus hirder ar c'hanol.

Armoù-tan hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalibroù munisionoù an armoù-tan rizennet o c'hanol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr, met er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ar c'hanol. En Europa e implijer peurliesañ ar milimetroù. Er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e reer kentoc'h gant kantvedennoù ha milvedennoù meutad (1 in = 25,4 mm).

N'eo ket unvan ar mod da envel pep munision, met alies e vez heuliet ar reolennoù-mañ [1]:

  • kalibr ar vannadell, da lavaret eo treuzkiz ar c'hanol (pe ar boled a-wechoù), a zo meneget da gentañ, e milvedennoù meutadoù ma vez ur poent a-raok (.22 LR) pe e milimetroù (5,56 × 45 mm)
  • goude e kaver titouroù all : hirder an douilhez e mm a vez lakaet goude un × (5,56 × 45 mm) ; a-wechoù e kaver ivez anv an embregerezh en deus ijinet ar munision (.308 Winchester) pe titouroù all, evel ar bloavezh m'eo bet ijinet (1906 evit an .30-06 Springfield), ar vro orin (5,6 mm Suis) pe ar gargad poultr ennañ e greunennoù (.44-40 WCF).
  • pep munision en deus un anv metrek eztaolet e milimetroù, met n'eo ket-eñ a vez implijet atav gant ar braz eus an dennerien.
  • doare an douilhez a c'hall bezañ meneget en anv metrek gant ul lizherenn : R evit un douilhez gant ur bourled (rimmed), SR evit un douilhez dezhi un damvourled (semi-rimmed), ha B (ral) evit unan gant ur strad kreñvaet. Pa ne gaver lizherenn ebet en anv metrek e sinfi he deus ar gartouchenn ur greuzenn (rimless)[2].
Strad ur gartouchenn 6,5 × 55 mm Mauser savet gant an embregerezh RWS

Abalamour da se e c'hall bezañ anvet ar memes munision e modoù disheñvel hervez an dud. Evit ar munision 9 × 19 mm e reer ivez gant an anvioù 9 mm, 9 mm Luger, 9 mm Para pe 9 mm Parabellum. Ret eo gouzout ivez ne gord ket atav ar sifr kentañ gant muzul gwir treuzkiz ar boled : un emglev eo neuze, evit chom hep droukveskañ daou vunision. Da skouer, ne ra ket 8 mm pe 7,92 mm treuzkiz boled ar 7,92 × 57 mm Mauser (anvet ivez 8x57i), met 8,22 mm e gwirionez.

Kalibroù kartouchennoù ar fuzuilhoù chase flour o c'hanol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit an armoù chaseal flour o c'hanol avat eo disheñvel ar mod da envel ar munisionoù : anvet eo ar c'halibr gant un niver eus 4 betek 36. An niver-mañ a gord gant an niver a vannadelloù plom sferek a c'halled ober gwechall gant ul lur a bouez plom (da lavaret eo war-dro 450 gramm). Setu eo ledanoc'h kartouchennoù ar c'halibr 4 evit ar c'halibr 20 da skouer.

Goude ar c'halibr e lakaer un niver all a verk hirder ar gartouchenn e milimetroù : ur gartouchenn 12/70 a zo hiroc'h evit unan 12/65. Ar ger magnum a dalvez eo hiroc'h ar gartouchenn evit unan glasel : ur gartouchenn 12/76 a zo stumm magnum unan 12/70.

Kalibroù implijetañ an armoù hiniennel modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armoù rizennet o c'hanol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalibr e mm Kalibr e meutadoù (") Skouerioù munisionoù
4,31 mm .17" .17 HMR
4,6 mm 4,6 × 30 mm Heckler & Koch
5,45 mm 5,45 × 39 mm M74
5,56 .22" / .223"

.22 Short
.22 Long Rifle
.22 WMR
.22 Hornet
.222 Remington
5,56 × 45 mm ("5,56 NATO", pe ".223 Remington" evit e stumm sivil)

5,6 mm 5,6 mm Suis
6,35 mm .25" .25 ACP (6.35 mm Browning)
6,5 mm .256" 6.5 Creedmoor
7 mm .284"

7 × 57 mm Mauser
7 × 64 mm Brenneke

7,62 mm .30"

7,62 × 51 mm ("7,62 OTAN" pe .308 Winchester evit e stumm sivil)
.300 Winchester Magnum
.30-06 Springfield
.30-30 Winchester
7,62 × 39 mm M43
7,62 × 54 mm R

7,63 mm .30" 7,63 × 25 mm Mauser
7,65 mm Parabellum .30" 7,65 × 21 mm Parabellum
7,65 mm Browning .32" .32 ACP (7,65 Browning)
7,90 mm .303" .303 British
7,92 mm 7,92 × 57 mm Mauser
8,6 mm .338" .338 Lapua Magnum
9 mm .355" da .358"

9 × 18 mm Makarov
9 × 19 mm Parabellum
.38 Super
.380 ACP
.38 Special
.357 Magnum
.357 SIG

9,52 mm .375" .375 CheyTac
10 mm .40"

10 mm Auto
.40 S&W

10,36 mm .408" .408 CheyTac
11 mm .44"

.44 Magnum
.44-40 WCF
.44 Special

11,43 mm .45"

.45 ACP
.45 Colt

12,7 mm .50" 12,7 × 99 mm NATO (.50 BMG)
14,5 mm 14,5 × 114 mm

Kalibroù kartouchennoù chaseal (kanolioù flour)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E milimetroù E meutadoù Anv ar c'halibr
5,7 mm 5,7 × 28 mm FN Herstal
6 mm 6 mm
12 mm .410" kalibr 36, 36 Magnum
15,6 mm .617" kalibr 20
16,8 mm .667" kalibr 16
18,5 mm .729" kalibr 12
19,7 mm .776" kalibr 10

Skouerioù munisionoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalibroù implijet en armeoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur munision .50 BMG (1), unan 7,62 × 51 mm (pe ".308 Win") (3), unan 7,62 × 39 mm (4) hag ur 5,56 × 45 NATO (5) e-kichen munisionoù all hag ur bilhed da genveriañ anezhe.

Kalibroù 12 evit fuzuilhoù chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartouchennoù kalibr 12

Kalibroù armoù dorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Munisionoù skoet war o zro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalibroù implijet e karabinennoù chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Désigner les cartouches et les calibres, war Tir81 (lennet d'an 23/08/2024)
  2. (fr) Comment identifier une cartouche ou une douille, war Le Fouilleur (lennet d'an 23/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan
  翻译: